Galleg Brezhoneg


Kentelioù dañs
Kelc'hioù keltiek
Lennadurezh
Li@mmoù


DAÑSOU BREIZH
 

A -holl-viskoazh eo bet an dañsal (pe ar c'horoll) tost ouzh ar vuhez e Breizh, war ar maez, er pardonioù, en euredoù, hag en kement lec'h a veze holl. Kement tra a oa digarez da dañsal. Hiziv 'n deiz c'hoazh e vez kavet en dañsal estrevit un doare plijus da vezañ e-barzh sevenadur ar vro, un doare don ivez da vezañ ezel eus pobl Vreizh.

Forzh pegen kreñv e vo ho youl vat, n'hallfet ket tapout kaout ur skiant don eus an dañsoù hep bezañ desket tro pe dro en ober. En n'eus forzh petore strollad a vo bet dibabet ganeoc'h e vo digoret deoc'h meur a dremmwel dudïus dre forzh mont da heul an dañsoù. Ma teu deoc'h c'hoant da vont gant ur strollad bennak, n'ho pezet ket aon da vont e-barzh da welout ho toareoù ha da gemer muioc'h a blijadur en ur dañsal. An holl strolladoù-se, daoust dezho ober gant doareoù dishañval a zo o klask lakaat ar muiañ ar gwellañ a dud da vont da dreiñ e-barzh an dañs. Meur a stumm a zo neuze da deskiñ :

-Kentelioù koroll : nozvezhioù plijus lech'vez desket dañsal hep reolennoù re strizh.
-Kelc'hioù keltiek : abadennoù war al leur gant dilhad evel ma veze gwechall gant tud ar vro, o tiskouel pop dañs, met leurennet (chorégraphié).
-Korolladegoù ar broioù keltiek all : ouzhpenn Breizh a zo, dañset e vez en Iwerzhon hag en Bro-Skos ivez..

Dañs Treger pe Dañs Plaen

A-raok an eil brezel bed hag he cheñchamantoù politikel, ekonomikel ha sevenadurel, he doa kemmet dija dañs poblek Bro-Dreger. E penn kentañ an 19vet kantved e vije dañset war toud an dachenn tregeriat. Adalek ar biz eo bet erlec’hiet buan an heuliad « Treger » gozh, gant dañsoù « quadrilles » ha polka a orin estren. Er c’hontrol e chomo bev pelloc’h an Dañs-Treger-mañ er c’hreizteiz hag er c’hornog. E fin ar c’hantved e vo didronet gant e amezegez kernevad gavotenn ar menez, an Dañs Kernew, a-raok ma vefe kemeret ar blas gant an dañsoù modern. Rollad ar c’hoarierien treujeun-gaol ziwezhañ er rannvro-mañ a oa kenaozet gant Dañs-Kernew, « quadrilles » ha polka dreist-holl. Koulskoude, rollad ar remziad a-raok a oa graet eus Dañs-Treger, « dérobée » ha kelc’hioù-c’hoari (rondes-jeux) hepken. Etre an div brezel e vo cheñchamantoù brasoc’h c’hoazh : boest an diaoul a gemero plas an dreujeun-gaol ha dañset e vo muioc’h war tonioù diouzh ar c’hiz. Met ar valsoù « musettes » hag an tango n’a vo nemet ur gopienn eus ar pezh a vez dañset e Pariz. Perc’hennidigezh an dañsoù estren-se na gaso krouidigezh pe kenstagadur lec’hel ebet, evel ma oa bet graet gant ar « quadrilles » pe an « dérobée » un nebeud bloavezhioù a-raok. An Dañs-Treger a vez klasket adsevel er mare-mañ a zo un dañs a-benn hag a blije kalz, d’ar mare-se, d’an dud war ar-maez kostez Pilstin da lâret eo e-barzh lodenn kornog bro Treger-Goueloù. Dañset vez anezhi keñver-ha-keñver ha teir lodenn a zo enni : ul lodenn gentañ anvet an dañs plaen, ur bal hag ur « passe-pied ». An Dañs-Plaen pe Dañs-Treger a zo bet savetaet gant Jean-Marie Le Guilcher. Graet en doa enklaskoù warni er bloavezhioù 50 en ur zastum sonerezhioù ha testenioù. Dastumerien all an 19vet kantved hag eus ar c’hantved-mañ o doa dastumet ivez ul lodenn eus ar glad-mañ. Da c’houde o deus kroget kreizennoù sevenadurel Nevez-Amzer e Tregastel, Sant-Gwenole en Treoù ha Plistin d’ober war-dro. Adalek labourioù Le Guilcher int deuet a-benn da adsevel un tammig eus ar glad dañset. Arabat disoñjal eo a-drugarez da Dastum ha Bernard Lazbleiz eo bet adkavet ur bern sonerezhioù ha kanoù. Hiziv an deiz ez eus ur gevredigezh hag a ra war-dro luskañ an dañs tregeriat-mañ.

Kevredigezh Dañs-Treger
Le Bizec Louis 255, hent Lanskolva 22310 Plistin 02.96.35.65.44


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]