Galleg Brezhoneg


Kentelioù dañs
Kelc'hioù keltiek
Lennadurezh
Li@mmoù


LENNADUREZH
 

Evel-just n’eo ket leun al listenn levrioù-mañ. N’eo nemet un hent labour ha preder.
Al lennadurezh-mañ a vo peur-gloket a-hed an amzer.

La danse bretonne
Ed. Coop Breizh
Auteurs : Alan Pierre & Daniel Cario

Ul levr ret evit anavezout ha dañsal gwelloc’h dañsoù Breizh. Ha dañsal a rit ar gavotenn ? Hag ar pach-pi ? Daoust hag e ouiit e oa anavezet ar Jabadao evit bezañ dañs an diaoul ? Petra oa perzh an dañs plin ?

Festoù-noz, kenskrivagoù, abadennoù, an dañs a gemer ur plas bras e-barzh sevenadur Breizh, evel ar c’han hag ar sonerezh a ambroug anezhi. Hêrezhet eus hengounioù kozh, dañset dibaouez abaoe pell ha dastumet e-pad bloavezhioù hir, dañsoù breizh a anavez un interes nevez ha kreñv eus perzh an holl dud, forzh peseurt oad vefent, en tu all da vevennoù Breizh uhel hag izel. Al levr-mañ a gont deoc’h neuze ur sevenadur hengounel buhezek, pinvidik eus he amzer tremenet met fiñvus memestra, adalek he rol sokial orin betek ar gouelioù bras a vez aozet bremañ en dro dezhi. Arabat disoñjal ar c’helc’hioù keltiek hag ar genskrivadegoù a zo war un taol binvioù mirout, treuzkas ha mont war-raok.

 

La tradition populaire de danse en Basse-Bretagne
Ed. Le Chasse Marée - ArMen
Auteur : Jean-Michel Guilcher

Al levr-mañ hag a zo ur dave evit dañsoù Breizh a zo bet embannet evit ar wech kentañ e 1963. An trede embannadur eo hennez. Ouzhpennet zo bet dezhañ, 30 vloaz war-lec’h, ur c’hinnig hollek. El levr a zo :

Ur studiadenn war degouezhioù ha implijoù an dañs.
> Dielfennadur ur rollad sonerezh da zañsal.
> Diskrivadenn ar stummoù hag ar pazioù.
> Ur c’hinnig istorel eus an dañs hag he emdroadur.
> Kartennoù, skeudennoù.

 

Guide pratique de la danse bretonne
Auteur : Alan Pierre & Padrig Sicard

Skrivet eo bet al levr mañ evit treuzkas ur sell war dañsoù pennañ Breizh. Al levr henchañ se a zo simpl met efedus. Ar gudenn o deus bet ar skrivagnerien, Patrig Sicard hag Alan Pierre, a oa kinnig an tostañ posubl eus ar wirionez, an teknikoù ha ar stiloù. Diaes eo bet ivez da stagañ dezho an anaoudegezhioù sevenadurel diazez, geografikel, sokiologel, istorel, pouezus evit kompren mat ar boazioù.

An dañs na c’hell ket bevañ hep sonerezh. Ar skrivagnerien o deus bet c’hoant neuze, lakaat e-barzh al levr-mañ skouerioù tonioù da zañsal a sikouro da gompren hag a zaio ul liamm gant skritur ar pazioù.

Spi a zo gant Alan Pierre ha Patrig Sicard e responto ar benveg pedagogel-mañ d’ho c’hortozioù. Disachañ a reont ho evezh war ar fed n’eus ket gant an dañs reolennoù resis. Fiñval a ra met morse ne baouez mod-all e varv. A-drugarez da vomm ur sevenadur kreñv degaset gant hon hendadoù eo chomet bev an dañs.

 

 

Musiques traditionnelles de Bretagne 2- Etude du répertoire à danser
Ed. Skol Vreizh
Auteur : Yves Defrance

Da heul ar c’hentañ levrenn ez eus el levr-se ur gwir dielfennadur sonerezhel. Evit ar wech kentañ, en ur studiadenn diwar-benn sonerezhioù hengounel Breizh, e vez komzet eus an danvez dassonus, he ingaladur hag he emdroadur en tachad breton. Yves Defrance a ginnig ul lennadenn sonerezhel eus hollad rolladoù mouezhel ha sonerezhel an dañs hengounel.


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]