Galleg Brezhoneg


Kentelioù dañs
Kelc'hioù keltiek
Lennadurezh
Li@mmoù


KELC'HIOU KELTIEK
 

Bez ez eus 2 gevredad kelc’hioù keltiek bras :
War’l leur ha Kendalc’h. Pep hini o deus ur burev en Aodoù-an-arvor.


WAR'L LEUR
Ar gengevredad War’l leur, kevredigezh diouzh lezenn 1901 hep pal arc’hantus ha gant un doare sevenadurel ha sokial, a ra war-dro studi, enklask, gwarez hag treuzkas an Arzoù hag an Hengounioù Poblek e Breizh. Evit en ober he ro d’he izili ha d’ar sellerien, deraouad pe deskoniad, ur stummadur dañs, sonerezh, kan, broderezh, a-drugarez da satjoù, devezhioù studi, diskouezhadegoù, prezegennoù, hag all.

E-pad an hañv e ra war-dro dilec’hiadennoù ar strolladoù ezel : gouelioù e Breizh, e bro-C’hall pe en estren-vro. E 2002, ar gevredad a stroll 73 klec’h keltiek o tont eus ar 5 departamant breizhad, pe eus bro-C’hall ; da lâret eo 5 000 den en holl.

Ganet e 1967, ar gevredigezh a zo disoc’h un emsav sevenadurel ledan bev abaoe 1950, a strolle kevredigezhioù B.A.S (Bodadeg ar Sonerien), BLEUN BRUG , AR FALZ, ha da c’houde AL LEUR NEVEZ, EMGLEO BREIZ,... hag ar c’helc’hioù keltiek a oa o en em grouiñ un tamm e pep lec’h abaoe fin ar brezel : KENDALC’H. E 1965, B.A.S, gant e bagadoù, a zivizas kuitaat KENDALC’H, ha 26 kelc’h keltiek a heulias anezho. B.A.S., renet gant Polig MONTJARRET, a n’em gavas dirak ur gudenn : petra ober eus ar c’helc’hioù keltiek-mañ rak trawalc’h ha draoù he doa d’ober evit mont war-raok gant he fal : mirout ha luskañ sonerezh Breizh. Evel-se, e miz Even 1967, e ginnigas Polig MONTJARRET d’an aotrou Paul MORIN da gemer e karg krouidigezh ur gevredad nevez : WAR’L LEUR, gant kelc’hioù : Fouesnant, Blain-Fay, Vannes, Tréteau et Terroir (Naoned), Ancenis, Olivier de Clisson ha La Baule (Ar Vro Wenn). Ganto e teuio buan a-walc’h kelc’hioù Elliant, Brizeux (An Oriant), Konkerne (Ar Rouedou Glas), Gourin, Pont-Aven ha Pondi.

Confédération War 'l Leur
17, rue de l'Aubépine 29000 Quimper - France
Tél. : 33 (0)2.98.64.29.07 Fax. : 33 (0)2.98.64.35.74
warleur@wanadoo.fr - http://warleur.blogspace.fr


KENDALC'H AODOU-AN-ARVOR
Kendalc'h Côtes d'Armor
Krouet eo bet d’an 29 a viz Here 1989 gant 3 strollad hepken. En deiz a hiziv ez eus 25 da lâret eo 2 677 den, 475 bugel en o zouez. Perzh Kendalc’h a zo mirout an hengoun breizhad, dre he sevenadur, da lâret eo he yezh, an istor, an dañs ha dre devezhioù studi evit an dud deuet hag ar vugale. Bep bloaz ez eus un genskrivadeg en departamant e fin an devezhioù-mañ.

Président :
Guého Jean
BP 20 56250 An Elven
Tél : 02.97.53.31.35 Fax : 02.97.53.30.44
http://www.kendalch.com

Amicale Kendalc'h Aodoù an Arvor :
Marie-Claire GICQUEL
La Croix Carsin, 22590 PORDIC
02.96.79.44.53.

Bugale Vreizh
Festival de la danse bretonne et de la Saint-Loup

Jean-Pierre Ellien
Office de Tourisme 22200 Gwengamp
02.96.43.73.89

 

Kelc'hioù Keltiek
Cercles Celtiques

Cercle Celtique "Anjela Duval"
Cercle Celtique "Ar Skewell"
Cercle celtique de Bourbriac
Cercle Celtique de Garlan
Cercle Celtique de Guimaëc
Cercle Celtique de Plestin
Cercle Celtique de Tressignaux
Cercle Celtique "Korollerien Lannon"
Cercle Celtique "Korriganed Pañvrid"
Cercle Celtique "Kroaz Hent Gwengamp"
Club des Bruyères
Korollerien Montroulez
Korriganed St Ke
Lutuned Bro-Dreger
Meskajoù
Mignoned koroll Breizh


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]