Galleg Brezhoneg


Deskadurezh
Kentelioù noz
Lennegezh
Anvioù
C'hoariva
Ar radioioù
Web-TV
Ar Bodad Brezhonekaat
Li@mmoù


AR BREZHONEG
 

Lavaret e vez ec'h eo ar brezhoneg unan eus koshañ yezhoù Europa. Gwir ha gaou eo lavarout kement-mañ. Ur yezh keltiek eo hag a-gozh evit al lodenn vrasañ anezhi, ha skrivet eo bet a-raok ma oa kaoz eus ar gallek zoken, met ur yezh ivez hag a zo bet levezonet gant yezhoù all a-hed ar c'hantvedoù : gant al latineg da gentañ da goulz ar Romaned hag er grennamzer, gant ar gallek goude se, dreist-holl abaoe ma voe staget Breizh ouzh Bro-C'Hall e 1532 hag ivez goude skridlezenn Villers-Cotterets e 1539. Levezonioù all a zo bet evel hini ar saozneg hag an normaneg war yezh ar vartoloded ha tud bord ar mor. Met ni ivez, Kelted ha Bretoned, hon eus bet tro da levezoniñ ar broioù-all. Daoust ha n'eo ket "goémon", "goéland", "baragouiner", "aller" hag ur bern gerioù all a seurt-se a orin brezhonek pe geltiek ? Evel-se ec'h a ar Bed en-dro, ha ral eo war an "tamm douar patatez-mañ" ar yezhoù n'int bet levezonet gant yezh all ebet. Kement-mañ a zo gwir evit an 3 pe ar 4000 yezh a zo war ar blanedenn Douar, ha mat eo dimp gouzout ez eo ar brezhoneg ar c'hantvet yezh ar muiañ komzet er Bed.

Evelkent e c'hallomp kaout lorc'h en hon brezhoneg a zo deuet a-benn, daoust d'an avel a-benn en deus bet hag en desped d'e enebourien, da zont betek ennomp. Da gompren eo !

Ur yezh eo hag he deus ur sell war ar Bed ha perzhioù dezhi hech-unan. Ur yezh eo a zo tomm d'hon c'halonoù a Dregeriz. Daoust ha n'eo ket amañ ec'h eo e vez komzet ar muiañ a vrezhoneg e Breizh ? ! Un teñzor eo, da lâraz da Añjela Duval, hag hon eus da virout ha da beurzeskiñ evit ar re a oar anezhi, pe da hadkavout evit ar re n'o deus ket bet an eurvad d'he deskiñ war barlenn o mamm. Dimp ec'h eo, neuze, da hadkavout "alc'houez aour ar yezh".

> Moaien a zo deoc'h pellkargañ un toullad geriaouegoù war pajenn ar Bodad Brezhonekaat


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]