Galleg Brezhoneg


Deskadurezh
Kentelioù noz
Lennegezh
Anvioù
C'hoariva
Ar radioioù
Web-TV
Ar Bodad Brezhonekaat
Li@mmoù


BODAD BREZHONEKAAT
 
Krouet e 1997 e-barzh ar c'henvodad, savet gant yezhourien, kelennerien ha tud kar-o-yezh en deus dibabet ar bodad-mañ reiñ lañs da implij ar brezhoneg er vuhez foran. Emañ ar strollad barrek-mañ e darempred gant Ofis ar Brezhoneg hag aezetoc’h a-se e vo labourat gantañ pa vo staliet ur burev dezhañ e Ti ar Vro nevez Kawan e 2006.
Abaoe 1997 ez eus bet divyezhekaet un toullad gourmarc’hadoù evel hini Leclerc Lannuon (hent Perroz), hini Intermarché Sant-Mark Lannuon pe c’hoazh hini Intermarché Pempoull, Ploueg ar Mor … Stal nevez Super U Tregastell a raio kement-all e 2006. Koñversanted Lannuon Kalon Kêr o deus staliet panelloù divyezhek e toull o dorojoù. Goulennit c’hwi ivez gant ho kourmarc’had muiañ-karet heuliañ an hent-mañ : prest eo an troidigezhioù ganimp ! Da goulz Gouel Erwan e oa bet divyezhekaet e vruderezh penn-da-benn gant Intermarché ha follennoù-nij brezhonek a oa bet e kement boest-lizheroù a zo er vro, da werzhañ boued o stalioù.
Ouzhpenn-se eo deuet a-benn ar bodad da lakaat un toullad parrezioù da votiñ un emglev war an divyezhegezh ha d’e sinañ : Tregastell, Lannuon, Sant-Ke-Perroz, Tredraezh Lokemo, Plouilio, Ploulec’h, Plistin, An Trevoù, Perwenan, Kawan… Ha gouzout a rit, da skouer, e c’hallit goulenn dimeziñ e brezhoneg en tiez-kêr–mañ bremañ ? Nevez ‘zo eo bet sinet an emglev gant kumuniezh kêrioù Lannuon-Treger zoken. Kit c’hwi ivez e darempred gant ho tilennidi da vroudañ anezhe d’ober kement-all ha da zoujañ d’hor yezh !
A-hend-all ez eus bet embannet follennoù-nij kartoñs war a-bep seurt kaozioù : geriaouegoù tro-dro d’an ostalerioù, d’ar c’hoari-boulloù, d’ar garantez. Miliadoù a skouerennoù zo bet moulet ha kemeret gant tud ar vro, evit netra. Darn zo bet diviet en ur ober ur serr-lagad, koulz lâret. Diskouez a ra pegen tost eo Tregeriz ouzh ar brezhoneg, hag an ezhomm a zo gante da adkavout o yezh. Kaozioù all da embann zo war ar stern, o tennañ d’ar goueliañ, d’ar skol, da Istor Vreizh, d’an tiez-krampouezh, d’ar vugale.
Arabat ankouaat Traonienn Gwazhlagorn ivez ! Kaier-dizoleiñ ar skolioù zo bet troet penn da benn gant ar bodad, d’ar vugale da zeskiñ e brezhoneg e-leizh a draoù war natur ar vro.
Evit ar pezh a sell ouzh ar re vrasoc’h e kemer perzh Al Levrig, bep bloaz, e-barzh koulzad Ofis ar Brezhoneg ha DAO (Deskiñ d’an Oadourien), da vrudañ ar c’hentelioù brezhoneg d’an dud-deuet, da vare an distro-skol.
Lakaat ar brezhoneg war wel, reiñ ur plas dezhañ er vuhez foran, evel zo dleet abalamour eo yezh kentañ ar vro, zo pouezus a-benn adkrouiñ an eskemmoù etre ar skol pe ar gêr (el lec’h ma vez kaozeet brezhoneg c’hoazh) diouzh un tu hag an endro diouzh an tu all.

GERIAOUEGOU
> Geriaegoù da bellgargañ e stumm PDF
- Ober chekennoù e brezhoneg / Libellez vos chèques en breton >>>
-
Hetoù ar bloaz 2008 / Souhaitez la bonne année >>>
- Karantez / Parlons d'amour P1 / P2
- Komzit brezhoneg d'ho pugale / Parlez breton aux enfants >>>
- Goueliañ / Faire la fête P1 / P2
- War an dañsoù hag ar sonerezh / Sur la danse et la musique >>>

> Emglevioù

- Karta Ya d'ar Brezhoneg evit ar parrouzioù e brezhoneg hag en galleg
- Karta Ya d'ar Brezhoneg evit an embregerezhioù e brezhoneg hag en galleg
- Karta Ya d'ar Brezhoneg evit ar Gumuniezh Kumunioù en galleg

TESTENNOU
> Ar brezhoneg hag ar garantez


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]