Galleg Brezhoneg


Geriaoueg
Pelec'h deskiñ ?
Pladennoù
Lennadur
Chomlech ar sonerien
Ar strolladoù
Ar radioioù
Li@mmoù


GERIADURIG AR SONEREZH
 

Da aesaat kompren sonerezh Vreizh hon eus savet ur c’heriaoueg vihan da zisplegañ ar gerioù pennañ a denn d’an danvez. Gallout a ra talvezout d’ar re nevez arru er bed-mañ, met ar pal n’eo ket tamm ebet ober ur studiadenn war ar sonerezh.

>Akordeoñs
E Bro-Dreger eo an akordeoñs unan eus ar binvioù hegounel, da vat. Ur vegin zo dezhañ, hag e c’haller seniñ an danvez gant an dorn dehou, hag an ton-eilañ gant an dorn kleiz. Reiñ a ra tro e sistem diatonek da gaout un notenn dishañval dre astenn ha dre ziastenn. Ur benveg mor eo ha klotañ a ra brav gant ar c’han hag evit lakaat an dud da zañsal. (mazurkas, polka, Cochinchine…). Ral-tre eo ober gant an akordeoñs kromatek e Bro-Dreger, evit pezh a sell eus ar sonerezh hengounel.

> Bagad
E 1947 ec’h a sevenadur Breizh war-zu ar c’hêrioù hag ar folkloraj.Er memes koulz e sav ar sonerien Bagadoù. Teir rann zo d’ur bagad : bombard, binioù bras (binioù Skos) ha taboulin – Labourat a ra ar bagadoù war ar sonerezh a-stroll, evel a ra al lazoù-seniñ pe Pipe Bands Skoz. Da gentañ e sonent en ur vale met tamm ha tamm ec’h eont war-zu sonerezh abadennoù pe lazoù-seniñ Breizhek.

>Binioù
Klotañ a ra ar binioù kozh gant skeudenn ar Breizhad Yann Soner « Voilà les binious ! ». Ouzhpennet eo bet ar ger « kozh » d’ar ger « binioù » pa ’c’h eo em gavet e Breizh e genderv a Skos. Ret e oa merkañ an diforc’h etre an daou venveg. Graet e vez ivez binioù bihan anezhañ, abalamour d’e levriad a zo an hini bihanañ e-barzh bed ar biniawoù. N’eo bras a-walc’h nemet da bozañ bizied ar soner, ha skiltr-tre eo ar son anezhañ. N’eus nemet ur c’horn-boud gantañ hag a vez toniet gant ar biniaouer hervez an tonioù brasañ pe vihanañ. Ordin pe dost e son asambles gant ur vombard.

>Bombard
En e stumm a-vremañ n’he c’haver nemet e Breizh. Met kendirvi dezhi zo strewet er bed a-bezh. Eus familh an hirvombardoù eo : memes seurt lañchennoù ha memes teknik da seniñ dre c’hwezh. Implijet e veze da lakaat ur bern tud da zañsal asambles, war ar maez, setu perak eo ken kreñv he son. Met skuizhus-mat eo c’hoari ganti hag ezhomm a vez da gaout frapadigoù diskuizh. Dre se e vez dalc’hmat (pe dost) binviji all ganti, ar binioù da skouer.

> Binioù Bras
Ar binioù muiañ anavezet abalamour eo bet strewet er bed a-bezh. Diskenn a ra eus binvioù simploc’h. Kavet e vije bet en Iwerzhon da gentañ, ma oa o chom ar Skots betek fin ar Vvet kantved. Eno e vije bet ouzhpennet un eil korn-boud dezhañ. Arruet e vije e Skos goude. Degouezhout a ra e Breizh tro 1900 hag en em staliañ a ra da vat tro 1940.

> Dansoù Breizh
Stag e veze gwechall an dañsoù eus o bro. Met diwar levezon ar strolladoù sonerezh a red festoù-noz Breizh eo ledanaet o zachennoù hag e tañser a-bep seurt er festoù-noz : heuliadoù (gavotenn, plinn, fisel, rond Loudieg), dañsoù simpl (andro, kost-ar-c’hoat, laridenn, ridée, kas-a-barzh) ha dañsoù a lec’h all (scotish, mazurka, polka, cercle circassien…)

> Fest-deiz
Evel ar fest-noz … met war an deiz ! Alies e vez d’ar sul goude kreisteiz. Dont a ra an dud da zañsal ha d’en em gavout.

> Fest-noz
Sed aze ar fest m’en em gav ar Vretoned. Ganet eo er bloavezhioù hanter-kant war skouer hengoun hon c’hevredigezh, ma veze dañset gant an holl abaoe remziadoù, pa veze darvoudoù bras (da lidañ leurioù nevez, dornadegoù, euredoù…). Bremañ ez a bep sadorn dañserien Breizh da salioù ar gouelioù da selaou o strolladoù, sonerien ha kanerien muiañ karet.

> Fleüt
Er bloavezhioù 70 ez arru ar fleüt a-dreuz e Breizh. Amprestet eo bet digant ar sonerezh klasel ha sonerezh Iwerzhon war-lerc’h. Klotañ a ra mat-tre gant sonerezh Breizh hag ur bern sonerien ampart ha luderien a gaver e Bro-Dreger.

> Gwerz
Meur a stumm zo da ganañ e Breizh. Kontañ a ra ar gwerzioù darvoudoù kriz pe fedoù istorel a-bouez. Gorrek ha fromus eo dañvez ar gwerzioù, hag e lak war wel ar c’haner trisitidigezh an darvoudoù.

> Telenn
Kavet e vez kalz muioc’h e broioù keltiek an hanternoz. Arruout a ra e Breizh er Vvet kantved da vare roue Arzhur. Buan-buan ez a war-zigresk pa gresk levezon ar binioù bras. Dont a ra en-dro e 1966 gant Alan Stivell a oar lakaat anezhi gant binvioù modernoc’h.

> Kan-ha-Diskan
Ne gaver ar c’han ha diskan kazi nemet e Breizh-Izel. An doare nerzhus-mañ da ganañ a blij kalz d’an danserien. Ar c’haner a gan ar frazenn gentañ hag a vo adkanet gant un diskaner pe zaou. Ober a reont kement-all gant an eil frazenn hag an holl re da heul, pep kaner/diskaner o kregiñ da ganañ asambles gant egile pa achu gerioù diwezhañ e frazenn.

> Taboulinoù
N’eus ket kalz e-barzh an hengoun. Gwech ha gwech all e veze taboulin ar barrouz asambles gant ar sonerien. Pa arru ar bagadoù e kemer skouer ar Vreizhiz war ar Skosiz : taboulinoù skiltr, tenorioù, ha mandoreoù. Er sonerezh hengounel a-vremañ e c’haller gwelet ar bodhran (taboulin Iwerzhon) ha taboulinoù klok.

> Son
Un ton skañv, betek simpl a-wechoù, eo ar son. Dishañval eo eus ar gwerz rak diazezet eo war ur c’han bale. Kontañ a ra ar c’haner istorioù karantez pe fentus.

> Soner
Degemeret eo bet ar ger-mañ e galleg evit envel ar re a c’hoari muzik hengounel, binioù-bombard dreist-holl.

> Bro
Tachenn el lec’h m’o deus an dud traoù boutin etreze: dañsoù, doareoù sonerezh, dilhad, rannyezh… Hervez eus petra e komzer e c’hall bevennoù an tachennoù fiñval kalzig. Ar pezh a lak gwall luziet termenadurezh ar broioù-mañ.

> Tin Whistle
Ur fleüt vihan eus Iwerzhon, e koad pe metal, eo an Tin Whistle. E Breizh e vez implijet da venveg kentañ evit deskiñ seniñ ur benveg dre c’hwezh.

> Treujenn-Gaol
N’eus nemet e Breizh e kaver ar glarinetenn-mañ, ha c’hoazh, en un nebeud broioù hepken : Fañch, Fisel, Treger. Ober a reer treujenn-gaol anezhi en abeg d’he stumm.

> Uileann Pipe
Ar biniou-bras luzietañ eo, deuet eus Iwerzhon. Abaoe ur pennad e klever anezhañ en un toullad strolladoù sonerezh el lec’h-mañ lec’h.

> Veuze
Eus familh ar biniawoù-bras eo ar veuz. N’eus ket e Bro-Dreger met he c’havout a reer e kreisteiz departamant Il-ha-Gwilen, e Bro-Naoned hag e Bro-Wenrann.

> Violon
Kalz zo e Bro-Dreger. Ober a ra kalz ar soner violoñs gant div gordenn war-un-dro evit kendoniañ ha reiñ lusk d’an dañs. Cheñchet eo kalzig ar mod da seniñ abaoe un toullad bloavezhioù diwar levezon hon amezeien eus Iwerhzon hag ar sonerezh klasel.

 


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]