Galleg Brezhoneg


Geriaoueg
Pelec'h deskiñ ?
Pladennoù
Lennadur
Chomlech ar sonerien
Ar strolladoù
Ar radioioù
Li@mmoù


SONEREZH HENGOUNEL
 

D'an 21 a viz Eost 1985 e skrive J. Jacob er gelaouenn Le Nouvelliste Breton : "Du-mañ e Bro-Dreger, n'eus ken met treujennoù-koal e beuz, bielloù, ha violoñsoù da lakaat an dud da zañsal er gouelioù ". Dipitet e oa na vefe ket binioù ha bombard el lodenn-mañ eus Breizh, pa 'c'h eo lakaet ar re-mañ da vinviji broadel. Gwir eo ne vezent ken gwelet met da geñver pezhioù gouelioù aozet gant kumunioù bras, evel Lannuon pe Landreger, hag a c'halle ober dispignoù bras da lakaat ur c'houblad sonerien bennak da zont eus Bro-Gerne.

E fin an XIXvet kantved, a-raok n'arrufe an akordeoñsoù diatonek d'ober o zamm reveulzi e bed ar sonerezh, eo an dreujenn-gaol ar viell hag ar violoñs an tri benveg pennañ e Bro-Dreger. Gwir eo. Met resisaat testenn J. Jacob zo d'ober.

Rak e deroù an XIXvet ne veze kavet bielloù nemet e Bro-Montroulez hag er " gourenez " (korn-bro Pleuvihan-Lezardev). Ha mont a ra buan an traoù war zigresk adalek 1850. Soner biell diwezhañ ar gourenez eo ur c'hlasker bara dall o vevañ e Priel e 1896, hervez testenni J. Priel. Evit pezh a sell eus sonerien biell bro Montroulez ne vezent ket klevet kalz goude ar bloavezh-se kennebeut. War ul luc'hskeudenn bet tennet e 1902 e vez gwelet unan eus ar sonerien diwezhañ-se, kozh-kozh, o seniñ gant e viell da geñver un eured e Plourin-Montroulez. En tu-hont da se e vez rannet tachenn ar vro etre ar violoñs hag an dreujenn-gaol, en ur mod kempouez, ha ral a-walc'h e vez unan o vont war dachenn egile.

Diwar al levrig / kasedig : " Clarinettes et anciennes danses populaires du Trégor " - Emb. Dastum 1991


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]