Galleg Brezhoneg

AR GLAD
 

Mirout hon glad, ober brav dezhañ ha reiñ d'an dud d'e anavezout, sed aze darn eus palioù meur hon c'hevredigezhioù a-vremañ. Komprenet eo bet gant an holl pegen talvoudus eo mirout hon glad evit ar remziadoù da zont. Forzh kevredigezhioù zo bet savet da heul, o labourat evit nevesaat, mirout, ha derc'hel kempenn hon glad. Pa reer anv eus glad eo eus glad an tisaverezh a zo kaoz met ivez, evit reiñ ur ster nevez d'ar ger, eus glad an endro : mirout ha kempenn ar stêrioù, ar c'hoadeier, an aod. A-drugarez d'al labour a-stroll-mañ ez eus lec'hioù kaer-meurbet en Treger hag e c'hall an den kaout un endro plijus d'e vuhez.

Ar sonerezh zo ivez ul lodenn eus ar glad. Diskenn a reomp eus ur sevenadur dre gomz hag a ro ur pouez bras d'ar mouezhioù, sonioù ha trouzioù. War an dachenn e c'hallit daremprediñ kevredigezhioù evel Dastum, Kreizenn ar Son ha tud a vicher war ar vuzik hag ar sonioù.

Ur Vro a vor eo hon hini ha kalz a dud zo bet o labourat evit saveteiñ ha derc'hel bev hon glad-mor : kevredigezh da adkempenn bagoù kozh, gouelioù-mor, gwareziñ an aodoù, al loened-mor.


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]