Galleg Brezhoneg


Ar c'henvodad
Skeudennoù
Servij deskadurezh
Hon izili
Ar bodad brezhonekaat
Ti ar Vro
Pelec'h emaomp ?


SERVIJ DESKADUREZH EVIT AN DUD DEUET
 

E 2001, evit respont da goulennoù niverus an izili, eo bet savet ur servij deskadurel e brezhoneg evit an dud deuet e kevredad Al Levrig. En ur strollañ an eurvezhioù kentel e bro Treger-Goueloù, eo bet krouet gant ar gevredad un implij hanter kelenner leun amzer.

Ar servij-mañ a c’hell micherelaat an deskadurezh, kinnig ur reizhded hag ul labour pedagogel gwelloc’h evit ar skolidi, ha skañvaat labour an dud a youl vat er gevredigezhioù.

Evit gouzout muioc’h war an eurvezhioù ha al lec’hioù kelenn.

* * * *

KELENN BREZHONEG : D'AR RE VRAS HA D'AR VUGALE

Diwanet zo kentelioù brezhoneg amañ hag ahont war dachenn Treger-Goueloù abaoe un nebeud bloavezhioù ken e c’hall bremañ an dud-deuet adpiaouañ o yezh e stumm pe stumm ma vezont prest da vont un nebeud kilometradoù eus o zi.
Stankoc’h eo al lec’hioù kelenn war dachennoù zo evel-just ha menel a ra un toullad tachennoù a vo ret hadañ enne er bloavezhioù da zont .
Liesseurt e vez an abegoù a gas an dud betek o c’hentelioù brezhoneg. Ur bugel skoliataet e brezhoneg, brezhonegerien er familh, kamaraded pe amezeien oc’h ober gant ar yezh, pe plijadur an den nevez arru er vro o tizoleiñ ur binvidigezh dibar. Un dra avat zo boutin da zarn vrasañ an holl. Ar c’hoant da c’hallout implijout e-maez ar c’hentelioù ar pezh zo bet desket gante.
Petra gwelloc’h pa vezer o teskiñ ur yezh estren eget mont d’ar vro e-pad ur pennadig, hag en em zifretañ gant an nebeud a ouvezer ? An holl re zo bet bloavezhioù-pad o teskiñ yezhoù er skol o deus prenet skiant war se ma ’z int bet o veajiñ un deiz bennak. Netra frouezhusoc’h eget ar soubidigezh zoken pa n’ouvezer ket kalz a dra. Dalc’hmat e vank ur ger bennak pe e vez bec’h o tisplegañ e verboù, ha daoust da se e teuer a-benn da vezañ komprenet mui pe vui evit ar pep retañ.
Buan e teu an disoc’hoù war dachenn ar c’homz... dre ma ranker komz evit bevañ.
Daoust ma n’eo ket peurvat ar jeu eo gwellaet a galz hentennoù kelenn ar brezhoneg. Poaniañ a reer da reiñ tro d’an dud da gaozeal an abretañ ar gwellañ. Kalz ledanoc’h eo bremañ roll an traoù kinniget evit deskiñ hon yezh. Kentelioù-noz ur wech ar sizhun, stajoù daou zevezh e fin ar sizhun, stajoù pemp devezh war ar sizhun, stajoù hir 8 miz. Ar re ziwezhañ-mañ eo ar re efedusañ, anat e vo d’an holl. N’hall ket tout an dud avat, postañ 8 mizvezh leun-amzer evit deskiñ brezhoneg.
D’an dud neuze, ur wech kuitaet o c’hentelioù, da lakaat e pleustr ar pezh zo bet tapet gante e-pad o c’hentel. N’eo ket trawalc’h kaout ostilhoù ma n’implijer ket anezhe, talvoudusoc’h a-se e vefont ma vez bet desket ober gante ! Pelec’h, penaos, emezit-hu ? War dachenn al lenn eo stankoc’h-stankañ an danvez : levrioù a bep seurt o tont e-maez ingal, pennadoù er c’hazetennoù pemdeziek, kelaouennoù miziek hollvrezhonek. War dachenn ar selaou e vez aozet beilhadegoù ingal, bemdez e c’haller klevet brezhoneg er radio, ha tammoù traoù e brezhoneg a vez lakaet er skinwel.
War dachenn ar c’homz eo un afer all a lavaro lod. Rak start mat e vez eskemm gant ar vrezhonegerien pa vezer o teskiñ. Re dechet eo ar Vretoned da vont e galleg diouzhtu pa sav an disterañ diaester. Spered fall hepken gant darn anezhe hag a gavo ar memes digarez ordinal, kuit dezhe da reiñ dorn d’an deskerien. Trumm e kouezh ar varnadenn siwazh : "n’eo ket memes brezhoneg !". N’on ket sur e vefe bet kredet embann se d’ur bugel pa veze o poaniañ a-benn distripañ e c’herioù kentañ, e forzh peseurt yezh e vefe. Un diforc’h a c’hoant a zle bezañ.
Diskouez a ra splann memes-tra e rank ar Vretoned poaniañ war an distagañ (rak gwir diaesterioù kompren a vez a-wechoù ivez) evit stouvañ an toull a chom etre an nevez-vrezhonegerien pe deskerien, hag ar re a-vihanik. Deus an tu all e rankomp didostaat ouzh ar re nevez lodenn vrasañ ar vrezhonegerien (ar re o deus desket war barlenn o mamm). Kalzik anezhe a vefe dedennet o c’houzout lenn ha skrivañ en o yezh. Nebeut a draoù a vez kinniget d’an dud-se koulskoude, ha gwashoc’h ‘zo : n’eus hentenn dereat ebet evel ma ’z eus evit deskiñ komz.
Rak ma vez kement a vec’h oc’h eskemm etre an daou rummad tud-se ez eo peogwir ez eus unan anezhe hag a zo dizesk da vat war ar skrid hag a zo diazezet tout e zeskamant war ar son, p’emañ egile re wan c’hoazh war ar c’homz peurliesañ dre ma vez techet da zistagañ kement lizherenn a welfe en ur skrid.
Klask tostaat an eil ouzh egile, aze emañ ar pal. Gallout a ra bezañ tizhet ma c’houl pep hini mont war-gaout egile. Ar gwellañ respont a vefe da reiñ d’an 88% eus ar Vretoned a embann e faot dezhe e vefe miret hon yezh. Rak bev c’hoazh eo ar brezhoneg er vro. Ha bev e chomo ma vez eskemmoù brezhonek etre an holl remziadoù ha n’eo ket e-barzh rummadoù kloz hepken. Betek ma vo treuzkaset hon yezh a hini da hini en-dro. Strewet eo hon zeñzor e pep lec’h tro-dro dimp. N’eus ken met astenn e skouarn d’ober ha strivañ da adlakaat hon yezh da vezañ yezh eskemm hon c’hevredigezh. Gant youl e teufomp a-benn. An neb a venn, hennezh a c’hell

Gireg Konan


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]