Galleg Brezhoneg


Ar Ragistor
An Arvorig Roman
Eskopti Treger
Ar Grennamzer
XVe / An Dispac'h
Abaoe 1789
Istor Bro Oueloù
Lennadurezh
Li@mmoù

Treger a-vremañ


TREGER-GOUELOU
 
Savet eo bet Bro-Dreger diwar tachennad eskopti kozh Landreger, evel m'eo chomet abaoe amzer Sant-Tudwal e-unan (gwelet e vo un tamm pelloc'h), betek an adurzhiadur relijiel, goude an Dispac'h Bras hag a voe danvez emglev 1801 etre ar Pab Pi VII ha Bonaparte, hag a oa Koñsul Kentañ d'ar mare-se. Bevennet-krenn eo ar vro gant harzoù naturel : er c'huzh-heol e oa eskoptioù Treger ha Leon distaget an eil diouzh egile gant rinier Montroulez ha hec'h adstêr ar C'hefleud. Evel-se ne oa nemet reter Montroulez a oa stag ouzh Bro-Dreger. Er c'hreisteiz e oa disrannet eskopti Landreger diouzh hini Kemper gant ur vevenn a groge gant mammenn ar C'hefleud, e kreiz ar Menez Are, hag ez astenne betek orin al Leñv er gwalarn da Gintin. Er sav-heol e oa bevennet an harzoù etre eskopti Landreger ha hini Sant-Brieg gant ar rinier Leñv, adalek he mammenn betek he c'hember an Trev, e-kichen kastell ar Roc'h-Ugu ; war-lerc'h gant an Trev hec'h-unan, adalek homañ betek he genou e Mor Breizh. Ribl dehou an div rinier-se a vevenne an dachenn anvet Bro-Oueloù en eskopti Sant-Brieg. Ul lodenn nemetken eus kêr Kastell-Aodren diazezet war al Leñv a oa e-barzh eskopti Treger. En hanternoz evit echuiñ, e oa klozet Bro-Dreger gant Mor Breizh, eus genou an Trev betek hini rinier Montroulez.

Savet gant Marc Cochard, miz Meurzh 2002

Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]