Galleg Brezhoneg


Ar Ragistor
An Arvorig Roman
Eskopti Treger
Ar Grennamzer
XVe / An Dispac'h
Abaoe 1789
Istor Bro Oueloù
Lennadurezh
Li@mmoù

Treger a-vremañ


ISTOR BRO-DREGER ABAOE 1789
 


Breizh 'oa ar vro nemeti n'he doa mann ebet da c'hounit digant Dispac'h Bro-Chall, hervez an istorour ha politikour A. Thiers.
E gwirionez eo 1789 derou ur maread distabilded evit politikerezh Bro-C'hall, ur c'houlz a vo ennañ pemzek cheñchamant Bonreizh betek 1958. Ne c'hoarvezo cheñchamant ebet hep taol-Stad, hep trec'hidigezh-vrezel pe enkadenn bolitikel diabarzh (nemet pa vo tremenet eus ar Goñsuliezh d'an Impalaeriezh, arouezenn kreñvadur diktatouriezh Napoleon).
Degas a reas darvoudoù 1789 un troc'h e-touez ar boblañs, dreist-holl etre tud kêr, a-du gant ar mennozhioù dispac'hel dre vras, ha tud diwar ar maez, a-enep kreñv d'ar soñjoù-se, peurliesañ. Ne ouie ket ar vourc'hizien a grogas gant an Dispac'h peseurt temz spered a oa gant ar beizanted ; padal e oa al labourerien-douar an darn vrasañ eus ar boblañs, ha kement-mañ vo gwir betek an XXvet kantved. Adal ar 4 a viz Eost 1789 vo fin ar Renadurezh Kozh, ha dreist-holl vo nullet gwirioù ar rannvroioù evel Breizh, hag he doa ur statud ispisial. Er bloaz-se e oa bet kroget gant an didammerezh melestradurel e departamantoù, ha bloaz war-lerc'h e oa bet peurechuet. Setu an disoc'h : e lec'h an nav eskopti e voe lakaet pemp departamant. Ne oa ket eus Bro-Dreger ken, a-fed melestradurezh. Anvet e voe un eskob e pep departamant (setu un efed eus lezenn diazez ar Gloer). An eskob a oa o chom e pennlec'h an departamant a voe anvet eskob " Sant-Brieg ha Landreger " hag eskob Kemper a voe roet " Bro-Dreger Penn-ar-Bed " dezhañ.

E gwirionez e oa pep departamant emren, hervez al lezenn nevez. A-benn ar fin, goude embann ar Republik, goude diktatouriezh ar " Gonvañsion " (10% eus ar geodedourien d'ar muiañ), goude ar " Spont Bras " e teuas ur reizhiad nevez, dreist kreizennet, dalc'het gant arJakobined. Evel ma oar mat an dud, e voe diazezet reizhiad melestradur an departamantoù diwar ur renkadurezh prefeded hag isprefeded, gwisket evel soudarded gant Napoleon. Dileuriet oa an dud e karg war-eeun gant Ministrerezh an Diabarzh ; koñtrolañ a raent an tiez-kêr ha war un dro e kenurzhient ar servijoù polis. Difenn a reas prefed Aodoù-an-Hanternoz c'hoari mellad. Ober a rae fae ivez war ar misterioù c'hoariet gant kouerien Bro-Dreger, ha war o yezh ivez evel-just.
Napoleon a blije dezhañ an urzh hag ar peoc'h diabarzh, traoù ret evit diorren an armerzh ha ledanaat an Impalaeriezh. A-raok ma ne voe mouget ar brezelioù diabarzh e Vende hag e Breizh, e oa bet un nebeut darvoudoù e Bro-Dreger. Gwir eo e oa kalz kreñvoc'h ar Chouanterezh e reter Breizh hag er Morbihan. Memes tra e oa bet stourmadennoù ivez en Treger.

A-enep oa an dud diwar ar maez d'enrolladur ar soudarded ha d'an deogadur. Gwareziñ a raent ar veleien didou hag e argasent ar Gloer touer. Koulskoude e chomas sioul a-walc'h pennoù bras ar bolitikerezh hag an arme en Treger, memes ma oa bet dibennet Ursule Taupin, mamm pemp bugel, e Landreger da vare ar Spont Bras peogwir he doa sikouret beleien didou.
Dalc'homp soñj ivez eus Siéyès, an abad brudet en doa lakaet kannaded an Trede-Stad da grouiñ ar Vodadenn Vroadel hag ar Vodadenn Vonreizhañ war-lerc'h. Etre 1776 ha 1779 e voe barner a-iliz e Landreger. Goude bezañ chomet didrouz e-pad ar Spont Bras e voe unan eus diazezourien ar C'huzul-Ren hag e-touez mevelien an Impalaeriezh war-lerc'h. Gant savidigezh an Impalaeriezh e teuas ar peoc'h … e diabarzh nemetken, rak brezelioù Napoleon a c'houlenne yaouankizoù da vezañ lazhet. Galvet e oa kouerien yaouank dre dennañ d'ar sord peogwir e rakprene ar vourc'hizien kretadurioù a lakae peizanted en o lec'h, kuit a vezañ gloazhet pe lazhet e-giz-se.

Fall e oa bet disoc'hoù an Dispac'h hag an Impalaeriezh evit Breizh war pevar foent d'an nebeutañ : war fallaat e oa aet an ekonomiezh ; kollet e oa bet gant ar broviñs ar gwirioù he doa abaoe 1532 ; nac'h a reas an dud-e-karg anzav perzhioù-dibar sevenadur Breizh ; distrujet e oa bet ar skolioù renet gant an Iliz abaoe pell amzer hep na vefe lakaet re all en o flas. Diwar neuze, ne vo biken lakaet en arvar ar reizhiad kreizenner gant ar renadurioù a zeuio war-lerc'h. Ar reizhiad-se a oa re bleustrek evit ren ur vro hep bezañ chalet gant soñjoù ar boblañs. Ar ger diwezhañ a vo atav gant ar Melestradur. Evel-se, e vo divizet an holl cheñchamantoù pe dost e Pariz : " reveulzi "1830, hini1848, koulz ha taolioù-Stad an 2 a viz Kerdu 1851 pe hini ar 4 a viz Gwengolo 1870.

Hag en Treger neuze ?

Heuliañ a reas Bro-Dreger emdroadur an " Dispac'h Greantel ". Arouezius eo, moarvat, skouer an tren evit taolenniñ ar prantad amzer-se evit ar pezh a sell ouzh an ijinerezh. Tizhout a reas Gwengamp e 1862, Montroulez ha Brest e 1865. Kreñvaat a reas neuze ar c'hreizennerezh en ul liammañ Pariz gant he frefetioù ha hec'h isprefetioù. Buan ec'h ae an tren hag evel-se e oa aesaet an darempredoù gant porzh-brezel Brest.
Met ne oa ket ar pal diorren ekonomiezh ar rannvro. Mont da veajiñ a gouste ker. C'hoant o doa an Tregeriz ac'h ae gant an tren kuitaat ar vro, dreist-holl evit mont da labourat e Pariz. Ne ijinent distro ebet, nemet pa vefe echu o buhez labour. Un toullad mat anezhe ac'h eas da labourat e Jerze d'ar c'houlz-se ivez.
E Breizh a-bezh ec'h eas ar porzhioù-mor bihan war ziskar dre ma ne c'halle ket al listri, deuet da vezañ brasoc'h-brasañ, mont betek enne.

Ha pa ne ziorras ket kalz armerzh Bro-Dreger en XIXvet kantved hag e derou an XXvet kantved, e roas memestra anvioù dibar d'al Lennegezh : Charlez ar Govig (1863-1932) hag Anatol ar Bras (1859-1926), digoret gante dor ar skrivagnerien rannvroelour. Emskiant o doa eus kudennoù yezh, eus poanioù spered o fobl met ne glaskent ket, e gwirionez, lakaat identelezh Breizh da vezañ trec'h : evite ne oa ar sevenadur-se nemet en eil blas goude sevenadur Bro-C'hall. Diouzh e du, e tastumas Fañch an Uhel (1821-1895) ganet e Plouared, misterioù ha danvez meur a levr kontadennoù ha kanaouennoù. Arabat ankouaat ivez an den meur a oa Ernest Renan (1823-1892) : e oberenn he devoe ur pouez bras da vare an eil Impalaeriezh hag an Trede Republik. En deiz a hiziv ez eus heklev c'hoazh eus e soñjoù, distummet a-wechoù. N'en defe ket ijinet, moarvat, e vefe bet implijet e vennozhioù a-dreuz gant tud zo. Dieub ha lik penn-da-benn oa spered an den. Daoust ma ne oa ket tuet e skridoù war memes doareoù ha re Govig pe ar Bras, en doa komprenet prederour Landreger dibarded ar Gelted.

E Breizh e oa disheñvel-tre ar c'hornioù-bro e-keñver relijion ; Bro-Dreger hag an darn vrasañ eus Bro-Gernev, da skouer, a oa kalz nebeutoc'h a c'halvidigezhioù relijiel enne. Treger oa ruz kentoc'h, a-enep ar re wenn, hag e kendalc'h da vezañ anat hiziv war gartennoù ar votadegoù. Ar re ruz oa a-enep an Noblañs, a nac'he beli ar Gloer hag a zifenne ar skol lik. " Evel un neudenn ruz ec'h ae an diforc'h-se da heul ar renadurioù ".

Korn-tro an Istor eo, evit ar bed a-bezh, ar Brezel-Bed Kentañ. Mennozhioù diheñchet ar vroadelouriezh a gasas evit ar wech kentañ pobladoù a-bezh war an dachennoù-vrezel. Lazhet e voe dek milion a dud ! En o zouez e oa ur bern Breizhiz, ur bern Tregeriz evel vez gwelet war monumantoù ar re varv, e pep kêriadenn. Un toullad tud 'voe mac'hagnet pe gazet ivez. N'o doa ket bet amzer ar vugale ganet e fin ar brezel kentañ da vezañ tud hag e voe diskleriet ur brezel bed nevez. Goude un trec'hidigezh prim e voe gouzañvet dalc'herezh an Alamaned e-pad pevar bloavezh gant ar boblañs. Echuiñ a reas ar prantad amzer mantrus-se gant trec'hioù ar Gevredidi.
Bombezet e voe un nebeut kêrioù e Breizh met ne voe ket stoket kalz Bro-Dreger. Koulskoude e voe aozet un nebeut darvoudoù gant harzerien 'zo. Da skouer e voe savet rouedadoù hag a roe titouroù prizius d'ar Gevredidi. Sikouret e voe nijerien kouezhet da dec'hout hag e voe kaset da benn un nebeut darvoudoù moc'herezh a-enep lec'hioù-belliñ. An Alamaned a enebas hag a stagas gant skrapadegoù, forbannadegoù ha lazhadegoù.

Fin ar brezel a oa ivez derou tregont vloavezh dibar, hag ar wech-mañ e kemeras perzh Bro-Dreger e lañs an armerzh. Degas a reas an digreizennañ greantel degouezhet etre 1960 ha 1975 degadoù a embregerezhioù e Breizh.
A-drugarez da bersonelezh Per Marzin e voe diazezet ar c'hCNET e Lannuon. Diwar neuze e voe sachet un toullad embregerezhioù troet war-du an elektronegezh hag e voe krouet ivez kreizenn ar pellgehenterezh dre loarelloù e Pleuveur-Bodoù. Dre se e ijinerezhas Bro-Dreger hag a seblante bezañ gouestlet d'al labour-douar, d'ar peskerezh a-hed aodoù ha d'an douristelezh. War dachenn an deknologiezh e blein en em arbennikaas ar vro.
Ma vez anv eus un den arouezius e Bro-Dreger e-kreiz an XXvet kantved, eo ret komz eus François Tanguy-Prigent, ganet e Sant-Yann-ar-Biz (1909-1970). Peizant ha sokialour, e oa harpet gant dilennerien a-du gant ar Gomunourien rak kendrec'het e oa bet al labourerien-douar gant e skouer vat da vare e oant trubuilhet gant enkadenn ar bloavezhioù 30. Kinnig a reas ur statud evit ar goumanant da Gambr ar Gannaded, met nac'het e voe d'ar c'houlz-se. E 1940 e oa e-touez ar barlamantidi spis ha kalonek a-walc'h o doa refuset reiñ an hollc'halloudoù da bPetain. Aozañ a reas emsavioù rezistañs gant ar beizanted. Ministr al Labour-douar e voe diouzhtu war-lerc'h ar brezel. Lakaet e voe gantañ votiñ ul lezenn hag a zifenne ar fermourien ouzh gwallvoazioù ar berc'henned hag e teuas a-benn da gaout ordrenañsoù evit sindikadoù al labour-douar. A-hend-all e c'hoarias ur roll a-bouez er CELIB (Comité d'Etudes et de Liaison des Intérêts Bretons). Divizout a reas ar strollad-se pouezañ war ar galloudoù publik evit lakaat anezhe da bostañ arc'hant ha da grouiñ labouradegoù e Breizh, c'hoant bras gante da uhelaat enni al live-bevañ ha da zigreskiñ an divroadur. Setu un den hag en deus gouezet prouiñ e garantez ouzh ur gwir sokialouriezh, emskiantek ma oa eus interestoù ur renkad sokial (hini ar beizanted baour) ha war un dro eus ar redi da vont dreist etrevroadelezh diwirion ar re-mañ ha spered jakobin strizh ar re-se, hep ankouaat ezhommoù Breizh.

Evel Breizh a-bezh, e kemeras perzh Bro-Dreger e nevezidigezh ar sevenadur geltiek, da gentañ er bloavezhioù 70 ha war-lerc'h en amzer-vremañ. Seblant a ra startijenn ar rummadoù yaouankañ gwareziñ kendalc'h hag emdroadur ar sevenadur er vro. E lise Felix Le Dantec Lannuon e voe krouet ar c'henstrivadegoù sonerezh hengounel evit ar strolladoù yaouank ha dre se e voe dizoloet sonerien eus an dibab. Hiziv, an holl dud a c'hall bezañ sachet gant ur bern gouelioù hengounel, evel ar festoù-deiz hag ar festoù-noz, gouelioù meur Gwengamp (Sant-Loup) pe Perroz-Gireg (War'l leur), da skouer. Evit ar re a fell dezhe diorren o identelezh, ez euz kentelioù-noz brezhoneg, skolioù Diwan pe divyezhek e meur a lec'h er vro. Gwir hon eus, neuze, da gaout fiziañs e dazont ar yezh : bev e chomo ar brezhoneg, memes ma n'eo ket mui ar benveg implijetañ war ar maez.

Broudus eo da welet eo bev c'hoazh Bro-Dreger, daou gantved war-lerc'h he steuziadur ofisiel e-pad ma eo abeget muioc'h-muiañ an departamantoù, ken direizh int d'ar gevredigezh ha d'an armerzh. Savet 'vo an dazont diwar ar rannvroioù hag ar " broioù " a zo enne. Aodoù-an-Hanternoz a zo marv. Ne dalvez ket kalz tra an anvadur nevez, Aodoù-an-Arvor, pa ouzer emañ Gwengamp da skouer etre an Arvor hag an Argoat. Gwelet 'vez c'hoazh un toullad mat a " vroioù " disheñvel er vro-se.
E lec'h logoioù dibersonelet 'zo, eo gwelloc'h deomp banniel Bro-Dreger, gant aerouant Sant-Tudwal hag ur groaz du war ur foñs alaouret. An ardamez hengounel-se a zo kalz kenedusoc'h evit skeudennaouiñ ar vro-se hag a vez kontet ivez e-touez peder bandenn wenn ar Gwenn-ha-du, banniel Breizh a-bezh.


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]