Galleg Brezhoneg


Ar Ragistor
An Arvorig Roman
Eskopti Treger
Ar Grennamzer
XVe / An Dispac'h
Abaoe 1789
Istor Bro Oueloù
Lennadurezh
Li@mmoù

Treger a-vremañ


BRO-DREGER DA VARE AN ARVORIG ROMAN
 


Evel ar peurrest eus ledenez Arvorig, ec'h eas Bro-Dreger e-barzh an Istor gant aloubadeg ar Romaned er bloavezhioù 57-56 kent J.K.. D'ar c'houlz-se, e oa Bro-Dreger ul lodenn eus tachennad ar bobl kelt anvet an " Osismi ", staliet e departamant Penn-ar-Bed a-vremañ ha kuzh-heol departamant Aodoù-an-Arvor betek ribl ar Goued. Kreizenn ar vro dalc'het gant ar Romaned a oa ar gêr anvet " Vetus Civitas ", en deiz a hiziv ar Yeoded (ar Gozh Yeoded); kavet ez eus bet eno ur miliad bennak a bezhioù moneiz eus koulz Aogust da hini Valentinien II, hag a zo ur brouenn e oa bet annezet eus ar c'hentañ kantved betek ar pemvet kantved.

Ur gwir rouedad hentoù stank a oa en Arvorig roman. Bro-Dreger a oa treuzet gant unan eus an tri ahel a oa a-hed al ledenez eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, ha dreist-holl hent an hanternoz ac'h ae eus " Suindinum " (Le Mans) da veg hanternoz Penn-ar-Bed, hag a dremene dre Wengamp ha Montroulez. Ouzhpenn d'an hent diabarzh-mañ e oa hentoù all a stage pennlec'h ar " Civitates " gant bourkoù all o zachennad ; evel-se, e c'halle an dud mont war-eeun eus Karaez da Landreger, da Lannuon pe da Vontroulez.

Skañv a-walc'h e oa bet romanekadur Bro-Dreger, er c'hêrioù dreist-holl : war-bouez ar Gozh Yeoded, an div gêr vras nemete a oa lec'hiet e Lannuon hag e Montroulez a-vremañ.

E fin trede kantved hon oadvezh, e c'houzañvas Bro-Dreger hag an Arvorig dre-vras un enkadenn armerzhel da heul argadennoù ar Saozon : dilezet e voe meur a " villae ", douaret pezhioù moneiz, ar pezh a zo arouez trubuilhoù bras. Er pevarvet kantved, e oa bet adaozet difennoù an aodoù gant ar pennoù bras roman enebiñ ouzh arsailhadegoù ar Saozon. Abalamour da se e oa bet savet mogerioù-difenn er Gozh Yeoded hag e voe lakaet al linenn Trev-Leñv da harz etre bro Alet (Sant-Malo) hag hini ar Yeoded : bevenn reter Bro-Dreger a oa bet merket da vat.

E-pad kard diwezhañ ar pevarvet kantved hag e derou ar pempvet kantved, e teue da vezañ diaesoc'h-diaesañ difenn an dachennad. Arvoriz, neuze, a c'halvas Bretoned an Enezenn, Kembreiz, Kerneviz ha tud kreisteiz Breizh-Veur, anezhe taget int o-unan gant Iwerzhoniz. Ar fiñvadeg-se ac'h eas war greskiñ un tamm mat hag a-benn fin ar pempvet kantved, e oa deuet Bro-Dreger dreist-holl hag an Arvorig dre vras da vezañ breizhat. Kenderc'hel a reas an divroadegoù-se e-kerzh ar c'hwec'hvet kantved.


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]