Galleg Brezhoneg


Ar Ragistor
An Arvorig Roman
Eskopti Treger
Ar Grennamzer
XVe / An Dispac'h
Abaoe 1789
Istor Bro Oueloù
Lennadurezh
Li@mmoù

Treger a-vremañ


PENN KENTAÑ ESKOPTI TREGER
 


Kostezañ a reas ar Vretoned divroet hag an dierned gant ul lodenn eus o fobl, met gant un toullad mat a venec'h ivez, war aodoù hanternoz ha kornog al ledenez. Eno e savjont o annez : gante e oa bet krouet an holl anvioù-lec'h dre " plou " pe " pleu " (Plounerin, Pleuveur-Bodoù da skouer) a dalveze kement ha pennlec'h ar barrez ; pe anvioù-lec'h dre " lan " evit ar manatioù (Lanneur, Langoad e-touez ar re all) hag a zo padet betek-hen.

D'ar c'houlz-se e oa Bro-Dreger ul lodenn eus ur vro ledanoc'h, diazezet war aodoù hanternoz al ledenez, hag anvet Domnonea, krouet gant an " Domnonii " divroet eus Devon Breizh-Veur.

E-touez ar venec'h deuet da ober o annez da Vro-Dreger e kaved Gireg, Milio, Eflamm, Maodez ha dreist-holl Tudwal, diazezer eskopti Landreger. Hervez un dezrevelladenn eus e vuhez skrivet en unnekvet kantved, e vefe deuet eus manati breizhat Llanwitt. Goude bezañ dilestret e Konk-Leon e-kerzh trederenn gentañ ar c'hwec'hvet kantved, e vefe bet erruet e Bro-Dreger, e-lec'h m'en deus diazezet ur manati, anvet Landreger bremañ : an " Nant tre gor ", saon an teir arme. Avielañ a rae, burzhudoù a rae dre ar vro. Mont a reas da Bariz etre 540 ha 545 evit ma kadarnfe ar Roue Childebert Kentañ roidigezh ar parrezioù bet krouet gantañ e-unan. Neuze e voe sakraet eskob hag e tistroas d'ober e annez e Landreger. Er c'huzh-heol, e oa lakaet bevenn e eskopti a-hed ar C'hefleud, an disrann diouzh tachennad Kastell-Paol. Ar wezh-mañ e oa ganet Bro-Dreger da vat. Ne voe ur gwir statud d'an eskopti nemet etre 930 ha 970 ; er c'hwec'hvet kantved ne oa nemet ur " régaire ", da lâret eo un aotrouniezh-iliz.

Pennoù bras turmudus a rae war-dro ar vestroniezh bro. Ar re-se a oa sujet, tamm pe damm, da Dierned Domnonea. N'eus ket bet kalz a vrezelioù betek an navet kantved pa voe tagadennoù niverus an Normaned a-hed da aodoù ar vro : tro 880 e voe aloubet kêr Landreger gante ma tec'has an eskob kuit ha ma voe distrujet an iliz-veur. En diwezh, e voe kaset an alouberien kuit gant Alan Varvek goude bezañ bet faezhet anezhe e emgann Plourivoù (Bro-Oueloù) e 936, hervez an hengoun.


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]