Galleg Brezhoneg


Ar Ragistor
An Arvorig Roman
Eskopti Treger
Ar Grennamzer
XVe / An Dispac'h
Abaoe 1789
Istor Bro Oueloù
Lennadurezh
Li@mmoù

Treger a-vremañ


ISTOR VIHAN BRO-OUELOU
 


Ar wezh kentañ da gaout an anv-se skrivet a oa en navet kantved : Pagus Velaviensis. An anv-mañ a zeue moarvat eus ur gêr kozh-Noe anvet " Velavia ", hervez Jackson. Gwelet e oa an anv-mañ skrivet diwezhatoc'h Gouelou, Guoillou ha kavet e oa ivez e broioù all evel an Izelvroioù, rannvroioù anvet Veluwe (Pagus Felaowa) hag en Dolzenn Greiz : Le Velay (Civitas Vellavorum). An holl anvioù-se a zeu eus an hevelep gwrizienn " Wellaw " : " Gwell " e keltiek kozh hag a dalvez " mat " ha " dibab ". Ar memes ster a oa bet kavet gant Leon Fleuriot. Neuze , Goelo a dalvez kement hag " ur vro dibabet mat ".

En e Istor Breizh, e tresas La Borderie kartenn ar " pagi ", ar broioù kozh. Harzoù Bro-Oueloù a oa neuze an Trev, al Leñv, an Eler hag ar Goued.
Penaos e oa Bro-Oueloù er Grennamzer ? Gant peseurt bro e klote Kontelezh Goueloù ? Kalz ledanoc'h e oa, ha mont a rae pelloc'h war-du ar c'hreisteiz. An harz ne oa ket al Leñv ken met an Trev. Sant-Nikolaz-ar-Pelem, Korle, ar Peniti, Kintin a oa enni.

Bez'e oa un doare all da welet ar vro-se, an hini pouezusañ marteze, da lâret eo e-keñver ar relijion, " arc'hdiagonelezh Bro-Oueloù ". An arc'hdiagonelezh a oa un tamm eus an eskopti. Bro-Oueloù a oa ul lodenn eus eskopti Sant-Brieg. Ar Goueloù mañ ne oa ket ledañ-ledañ hag a ziskenne betek Bro-Wened. Pouezus-tre e oa rak ar mod relijiel da welet ar gevredigezh, an arc'hdiagonelezh, a oa bet implijet gant an holl velestradurioù. Er pevarzekvet kantved e oa implijet rannadur an Iliz evit sevel an truajoù.

Bro-Oueloù a-vremañ a zo kalz bihanoc'h. War Enez-Vriad, ne vez ket komzet brezhoneg ken. Bro-Oueloù a-vremañ a glot gant an dachenn vrezhoneger harzet gant : an Trev, al Leñv, Lannolon ha Plouha. Darn a gomz eus ur " Goueloù Vihan " zoken : kanton Plouha ha kanton Lannolon.

Troet diwar ur studiadenn gant Ronan ar C'hoadig, Ar Falz Nn 63 1988.


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]