Galleg Brezhoneg


Ar Ragistor
An Arvorig Roman
Eskopti Treger
Ar Grennamzer
XVe / An Dispac'h
Abaoe 1789
Istor Bro Oueloù
Lennadurezh
Li@mmoù

Treger a-vremañ


AR GRENNAMZER : AR FEODELEZH-AR VUHEZ RELIJIEL
 


Ar Feodelezh hag ar vuhez armerzhel e Bro-Dreger da vare ar Grennamzer :
E Breizh, ec'h eo dianavezet a-walc'h kevredigezh ar Grennamzer eus an navet betek ar pevarzekvet kantved dre an diouer a zielloù, bez'ez eus bet darvoudoù arouezus testeniet mat, avat. Ret e oa d'an aotrounez en em glevet da sevel difennoù evit stourm ouzh an Normaned. Er penn-kentañ e voe savet moudennoù douar gourizet a zouvezioù hag a c'hirzhier. E koad e veze savet an tourioù-meur. Diwezatoc'h e voe savet kestell ha manerioù-kreñv e mein a gemmas o stumm dezhe e-kerzh ar c'hantvedoù. Ar varc'hegiezh a zeuas war-wel da vare savidigezh ar moudennoù feodel-se. Rak ar varc'heien o-unan o doa skoulmet darempredoù gant noblañsoù galloudekoc'h, hag a oa staliet er c'hestell-kreñv-se. Anavezet e oa seurt darempredoù etre an dud dindan anv ar wazoniezh, ret e oa d'ar gwaz ha d'e aotrou en em sikour hag en em guzuliañ. Penn-kentañ ha diorroadur an aozadurioù feodel e oa.

War-lerc'h ar bloavezhioù mil, e kasas war-raok an teknikoù nevez ha digoridigezh an armerzh d'an eskemmoù kenwerzhel tamm-ha-tamm lusk ar gounid-douar hag a echuas er trizekvet kantved. E maezioù eskopti Treger e veze kavet peurvuiañ un doare divoutin da zerc'hel menaj : an douar-koñje pe ar goumanant. An Aotrou eo a oa perc'henn an douar hag al labourer-douar hini " ar savadurioù hag ar gorreadoù ", da lâret eo kement tra a oa war-c'horre an douar, a c'halle gwerzhañ pe treuzkas hep bezañ ret dezhañ paeañ gwirioù kemm. Gallout a ra ar c'houmananter bezañ skarzhet gant an Aotrou e diwezh al lizher-feurm, war-bouez daskoriñ d'ar peizant talvoudegezh ar savadurioù hag ar gorreadoù, ar pezh a c'hoarveze ral a wezh hag a roe d'ar c'houmananter, neuze, ur frankiz wir. Bez'e oa ur sistem divoutinoc'h c'hoazh war an douaroù a-iliz : ar c'hevaez. Ar c'hevaezer a oa perc'henn pe dost, hag a roe e zouar d'e vab yaouankañ (gwir ar yaouankiz). Koulskoude n'en doa ket ar gwir da bellaat muioc'h evit ur bloavezh hag un devezh diouzh e dachenn, ret e veze dezhañ labourat an drederenn eus e zouaroù d'an nebeutañ bep bloaz, anez koll e vadoù. En em ledañ a reas al lin e fin ar Grennamzer ha dre se e voe ganet ur greanterezh diazezet war ar gwiaderezh pouezus war ar maez.

Betek ar pemzekvet kantved, e oa noazh a-walc'h ar vro ; ne oa ket kalz a goadeier ha ne oa garzh ebet. Ne zeuas ar c'hleuzioù koadet war wel nemet e-kerzh ar bloavezhioù 1430-1440. D'ar c'houlz-se, e krogas an dud chomet bev war-lerc'h ar vosenn da glozañ o douaroù kresket ha da aloubiñ an tachennoù dilezet tro-war-dro d'o menajoù. Dre vras, ez eo bet strewet poblañs Bro-Dreger a-viskoazh : parrez Goudelin da skouer a oa seizh kêriadenn ha tregont enni d'an nebeutañ, hag etre div ha trizek tiegezh e pep hini anezhe. Ar c'hêrioù a oa bihan. Ne oa ken nemet Landreger, Gwengamp, Lannuon ha Montroulez a vije bet doare kêr warne, gant ur boblañs etre 3000 ha 5000 den, foarioù, marc'hadoù, lezioù-barn enne ha kreizennoù relijiel, hag un artisanarezh. Ma veve Landreger dreist-holl diwar ar relijion, e oa perzh Lannuon ha muioc'h c'hoazh hini Montroulez bezañ lec'hioù a genwerzh ha porzhioù-mor da gentañ. Bez'e oa eno aocherezh koadaj ha mein evit ar saverezh-tiez, met ivez kenwerzh gwin Bourdel, ezporzhiadur al lien, al legumaj, hag an houarn gant Bro-Saoz, hag enporzhiadur ar staen. Uheloc'h war ar stêrioù e oa porzhioù dister evel hini Pontrev pe Ar Roc'h-Derrien a veze darempredet gant e-leizh a listri bihan. Direizhet e veze alies ar genwerzh gant morlaeron saoz pe norman. Kêr Landreger a-bezh a oa bet diskaret, nemet an iliz-veur a vije, e-pad ar Brezel Kant Vloaz, ha gwashoc'h c'hoazh e-kerzh Brezel Hêrezh Breizh (1341-1381) e-lec'h ma oa enebourien Charlez Bleiz (harpet gant Roue Bro-C'hall) ha Yann a Vonforzh (harpet gant Roue Bro-Saoz). E 1346 e oa bet taget kêr Lannuon ivez gant ar Saozon, hag ar re-mañ a oa bet trec'h daoust da gadarnded Jaffrez a Bontgwenn.


An Iliz en eskopti Treger da vare ar Grennamzer :

Niverus ez ae ar birc'hirined da Landreger, dreist-holl abaoe ma oa bet santelaet Sant-Erwan (Sant-paeron Breizh) gant ar Pab Clement VI e 1347. Ganet e oa Erwan Helouri e 1253 e maner Kervarzhin e-kichen Landreger, hag eñ mab d'un aotrou bihan, a oa douget en-yaouank gant ar relijion ha troet da vezañ beleg. Goude bezañ studiet e skolioù meur Pariz hag Orleans, ec'h eas da varner-eskopti Roazhon etre 1280 ha 1284 ha war-lerc'h, da eskopti Treger, hag eñ war un dro person Tredraezh ha Louaneg goude se. Ren a reas ur vuhez rust ha madelezhus, o tifenn gwirioù ar beorien, e teuas da vezañ brudet dre ar vro a-bezh. Marvet eo d'an 19 a viz Mae 1303 ha beziet en iliz-veur, e-lec'h ma voe enoret raktal gant ar bobl. Goude ma voe lakaet da sant (ar person nemetañ da vezañ lakaet da sant er Grennamzer), e zeiz-ha-bloaz a zeuas da vezañ un devezh pardon e-lec'h ma oa gwelet azeulerien eus Breizh a-bezh o tont d'e bediñ, tud hag a gemere perzh er brosesion vrudet e-pad ma vez kaset klopenn ar Sant en-dro d'e barrez c'hinidik, Ar Vinic'hi. Buan-tre, e teuas da vezañ ar profoù lakaet e-harz bez " Alvokad ar Beorien " al lodenn vrasañ eus gounidigezh an iliz-veur. Er pemzekvet kantved e voe gwelet e-touez engroez ar birc'hirined tud brudet evel Dug Berri, breur Loeiz Xivet a Vro-C'hall e 1468, hag ivez Herri Tudor, a zeuio da vezañ Herri VIIvet a Vro-Saoz e 1484.

Framm relijiel an eskopti a grogas da vezañ diazezet er Grennamzer, hag e vo ar framm-mañ an aozadur efedusañ betek fin ar Renadurezh Kozh. Gant e gant unan parrez hag e dregont trev bennak, e oa an eskopti-mañ bihan ha paour a-walc'h. Gwelet e oa an eskopti evel bezañ ul lec'h gounidigezh da c'hortoz, hag an eskibien ne choment ket pell ennañ. E gwirionez, e oa kuzul ar chalonied an hini a lakae ar melestradur da chom en e sav : daouzek chaloni ha daou arc'hdiagon a blede ouzh lidoù ha hengounioù an iliz-veur. Er parrezioù, e oa ar bersoned, izel o deskadurezh peurliesañ, hag a heñche buhez relijiel an dud fidel. Maget e oa feiz ar bobl gant brizhkredennoù pagan : meskañ a raent an traoù sakr gant an traoù disakr.
Diazezet start e oa ar Gloer reizh en eskopti. E kreiz Bro-Dreger e oa bet krouet e 1130 manati koshañ ha bamusañ ar vro, abati sistersian Bear. Ar manati-mañ en doa ur pouez armerzhel bras a-drugarez d'ar profoù a zegemere. E-barzh renabloù 1790 e kaved 787 pennad a berc'hentiezh, rannet e 39 parrez, war 4862 hektar (tost da zek mil devezh-arat).

Manatioù all ar Grennamzer a oa dre vras prioldioù e dalc'h tiez brasoc'h eus an diavaez. An urzhioù kesterien a oa diazezet e kêrioù bihan an eskopti e-lec'h ma vezent gwelet mat a-drugarez d'o frezegennoù : ar Frañseziz e Gwengamp e 1236, an Dominigiz e Montroulez e 1236 hag e Gwengamp e 1285, an Aogustined e Lannuon e 1373. Er pemzekvet kantved, Frañseziz ar Viridigezh a felle dezhe distreiñ d'o uhelvennad a baourentez, a glaske neuze lec'hioù dizarempred ha rust, dreist-holl war inizioùigoù roc'hellek a oa war vord an aod : e 1451 e tiazezjont war ar Jentilez. Koulskoude e oa re galet ar vuhez eno hag e tistrojont da Landreger e 1483. Adal 1485 e oa bet gwelet diazezadur unan eus ar c'hentañ tiez-moullañ e Breizh, e Landreger, en abeg d'an diouer a levrioù-liderezh. Er gêr-mañ eo e voe moullet ar " c'hKatolikon "e 1499, ur geriadur brudet teiryezhek (brezhoneg, galleg ha latin), savet gant Jehan Lagadeg eus parrez Plougonven.


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]