Galleg Brezhoneg


Ar Ragistor
An Arvorig Roman
Eskopti Treger
Ar Grennamzer
XVe / An Dispac'h
Abaoe 1789
Istor Bro Oueloù
Lennadurezh
Li@mmoù

Treger a-vremañ


AR RAGISTOR
 


Ragistor Breizh a zo bet anavezet e-pad pell abalamour d'he mein meur nemetken : taolioù-maen, alezioù-goloet, peulvanoù eus an Neolitek, nevezoadvezh ar maen (eus 5000 da 2000 kent Jezus-Krist).

Met poblet e oa an Arvorig adal ar Paleolitek (eus 700000 da 10000 kent Jezus-Krist). Evel-mañ, e Bro-Dreger, ez eus bet adkavet " daouduegoù " (binvioù eilaozet war an daou du) eus ar bloavezhioù 300000 kent Jezus-Krist (Paleolitek Kentañ eus 700000 da 250000 kent Jezus-Krist), war an aodoù e Pleneg-Nantraezh dres. Kailhastr an arvor a veze implijet gant danvezioù all da lakaat en e lec'h : mein-menez-tan bro Pempoull (Bro-Oueloù) ha krag lufrus an Drede Amzer eus Koad ar Roc'h e Santez-Elen. Eus an hevelep koulz ez eus bet kavet roudoù Mabden e Plistin.

Evit ar pezh a sell ouzh ar Paleolitek Krenn (eus 250000 da 40000 kent Jezus-Krist) eo ret komz eus " Goareva " war Enez-Vriad (tro -70000). Al lec'h-mañ a vez bremañ goloet gant muioc'h evit 4 metrad dour e-pad ar reverzhioù brasañ. Moarvat e oa ul loch bras kempennet e-barzh ur c'hev en tornaod. D'ar c'houlz-se ec'h ae war wellaat an ostilhoù (raklerezed ha kraverezed). Gallet a zo bet niveriñ mamouted, frikorneged gloanek, kirvi-erc'h, leoned bras, arzhed, hag all…a-drugarez d'ar relegoù.
E-pad ar Paleolitek Diwezhañ (eus 40000 da 10000 kent Jezus-Krist), ur maread gwall-sklasus,e teuas an ostilhoù da vezañ lemmoc'h, da skouer laonennoù bihan ha laonennouigoù, kraverezed met ivez engraverioù dianav diagent. E-touez al lec'hiennoù dizoloet nevez 'zo ez eus hini " Plasenn-al-Lomm " e hanternoz Enez-Vriad.
Goude ar Paleolitek yen-sklas e teuas ar Mezolitek (eus 10000 da 5000 kent Jezus-Krist) ma tommaas an hinad e pep lec'h, ha ma steuzias al loened gouez hag ar bronneged bras. Bez' e voe neuze nevezadennoù e bed an ostilhoù, pezhioù munut a veze graet mikrolit anezhe : tric'hornioù, tristuriegoù, hag all…Alies e veze kavet seurt benerezh kailhastr a-us d'an tornaodoù : e Poulmanac'h e 1966, da skouer, e voe dizoloet mikrolitennoù a oa eno abaoe -8500.

Da vare an Neolitek (eus 5000 da 2000 kent Jezus-Krist), ur c'houlz a-bouez-tre evit Ragistor an Arvorig, e teuas war wel ganedigezh un tisaverezh meurdezhus, 2000 bloaz a-raok piramidennoù Bro-Ejipt. Evel-se, Karn Barnenez e Plouezoc'h (Treger-Vihan, Penn-ar-Bed), un daol-vaen gant un trepas, a oa bet savet tro 4600 kent J.K.. Ar savadur megalitek dispar-mañ a zo a-us da c'henou rinier Montroulez, hag a zo 70 metrad hed ha 15 pe 20 metrad a dreuzkiz. Darbet e oa da Garn Barnenez mont da get laeret ar vein gant un embreger hag en doa c'hoant da sevel un hent touristel e 1955. Bremañ emañ e-kerz ar Stad hag eo deuet da vezañ unan eus ar monumantoù istorel prizietañ Europa.

E-pad an Neolitek Diwezhañ, adalek 3000 kent J.K., e voe savet monumantoù-kañv all : an alezioù-goloet, pe hent-kornandoned. Un trepas a oa enne, ledanoc'h hag uheloc'h evit an " taolioù-maen banellet ". An trepas-mañ a roe digor d'ul logig kinklet he mogerioù gant tresadennoù a bep seurt : an hini bouezusañ a ziskoueze an Doueez-Vamm gant div vronn pe beder. War ar c'hostez emañ an antre ha kavet e vez ur maen-hir er penn a-wechoù. Niverus e oa an alezioù-goloet e Breizh, ha muioc'h c'hoazh e Bro-Dreger : Trebeurden, Tregastell, da skouer, met ivez Krec'h Kile e Sant-Ke-Perroz.

E-pad Oadvezh an Arem (eus 2000 da 800 kent J.K.) e tiwanas patromoù sevenadur nevez da heul dizoloadur an arem, ur c'hendeuzadur diazezet war ar staen. D'ar c'houlz-se e tegouezhas pobladoù nevez renkadet mat e Breizh, hag ar re-se a zouare o re varv, dreist-holl o fennoù bras, dindan krugelloù bras, ur c'hav-bez e-unan enne (bezioù a-stroll a oa diagent). Un daou-ugent bez pouezus bennak a zo anavezet a-hed da aodoù Breizh, adalek ul lec'h orin a c'hallfe bezañ e hanternoz Bro-Dreger a-vremañ : monumantoù Planiel, Plouilio pe Trevereg. E Plouilio e voe kavet spilhennoù arc'hant. War a seblant e teue an arc'hant-se eus ledenez Iberi (Spagn).
En diwezh Oadvezh an Arem (tro 800, 700 kent J.K.) e oa bet fardet a-heuliadoù bouc'halioù kleuz a-vil-vern, kalz a blom enne : " bouc'halioù lagadek an Arvorig ", tanav a-walc'h ha re blomek da vezañ implijet evel bouc'halioù-labour. Anv a oa eus danvezioù trok, moarvat, ur seurt danvez-moneiz, graet evit an eskemmoù. Dizoloet ez eus bet skouerennoù anezhe e Montroulez, Perroz-Gireg, Prad, Plouared e Bro-Dreger ; e Plouha ha Plian e Bro-Oueloù.

War-lerc'h Oadvezh an Arem e teuas Oadvezh an Houarn. E-pad ar prantad-mañ e teuas war wel roudoù kentañ pobladoù keltiek en Arvorig (e-kerzh ar pevarvet kantved kent J.K.), pe dre un dilec'hiadeg vras spontus eus ar boblañs, pe gentoc'h dre levezonoù sevenadurel e-pad ur prantad hiroc'h, dre em veskañ gant ar pobladoù a oa en o raok. D'ar c'houlz-se e veze devet pe douaret ar re varv. Er bezioù e veze kavet alies traoù talvoudus d'an hini marv er " bed-all " (listri-kegin, armoù, boued). Ludu ar re varv a veze lakaet e-barzh listri-kañv. Renket a-stroll, e teuent da vezañ gwir " barkadoù jarloù ", kentpatrom hon beredoù.


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]