Galleg Brezhoneg


Ar Ragistor
An Arvorig Roman
Eskopti Treger
Ar Grennamzer
XVe / An Dispac'h
Abaoe 1789
Istor Bro Oueloù
Lennadurezh
Li@mmoù

Treger a-vremañ


ADALEK AN XVIvet KANTVED BETEK AN DISPAC'H BRAS
 


E fin ar pemzekvet kantved, e c'houzañve Dugelezh Vreizh tagadennoù niverus, droukc'hoantaet ma oa c'hoazh gant Rouantelezh Bro-C'hall : lu Breizh a oa bet diskaret e Sant-Albin-an-Hiliber d'an 28 a viz Gouere 1488. Ret e voe d'an Dug Frañsez II, neuze, asantiñ da Emglev ar Werje : miret e oa dizalc'h Breizh gant ar feur-skrid, met ne c'halle ket Anna, pennhêrez an Dugelezh, dimeziñ da zen all ebet nemet gant asant Roue Bro-C'hall a vije. Anna a zeuas da vezañ Dugez ar memes bloavezh, war-lerc'h marv he zad. C'hoant ganti da virout dizalc'h he Dugelezh, e timezas da vMaksimilian Aostria dre dredeog. Lakaet nec'het gant un dimeziñ ken dañjerus evitañ, e kasas Charlez VIII Roue Bro-C'hall e armeoù da Vreizh hag ec'h aloubas an darn vrasañ eus kêrioù ar vro. Dimeziñ a reas Anna gant Charlez VIII e 1491. Echu e oa dizalc'hidigezh Breizh.. E 1532 e teuas da vezañ Breizh ur rannvro eus ar rouantelezh c'hall met chom a reas ur stad evelkent gant he farlamant e Roazhon. Talvoudek e chomas frammoù armerzhel, sokial ha relijiel Breizh, hag ivez reoù eskopti Landreger abaoe derou an amzer a-vremañ betek fin ar Renadurezh Kozh. Adalek ar c'hwezekvet kantved ha betek an triwec'hvet kantved, ne voe trubuilhet buhez an eskopti bihan nemet gant Brezelioù ar C'hevre (c'hwezekvet kantved) savet etre an dud a oa a-du gant Herri a C'hiz, katolik-tre, ha degaset gantañ furmidigezh ar C'hevre), hag ouzh an tu all ar protestant Herri a Navarra asambles gant ar Roue Herri III a Vro-C'hall, a soñje d'an dud e oa re guñv ouzh tud fidel relijion an Disivoud pe ar Brotestantiezh. En amzer-se, e oa Dug Merkeur gouarnour Breizh, emroüs d'ar C'hevre Santel. Kêr Landreger a zalc'he evit ar Roue, ha Lannuon kemend-all, Tonkedeg ha Koatfreg. Plistin, Montroulez, Gwengamp, Perroz ha Poulmanac'h o vezañ a-du gant ar C'hevre ivez. E 1587 e oa bet preizhet Perroz-Gireg gant ar c'habiten Matelier, drastet e oa bet Landreger e 1589 gant Merkeur ha c'hoazh gant ar Spagnoled diazezet war Enez-Vriad e 1592. Gwastet e oa bet bro Lannuon ivez ha diskaret Kastell Koatfreg e 1592. E-ser ar brezel, en doa c'hoant Dug Merkeur d'adsevel Dugelezh Vreizh evit e vad dezhañ e-unañ, met goude ma kemmas Herri IV e gredenn e oa bet cheñchet penn d'ar vazh hag e 1598 e sujas Merkeur dezhañ.

Tost d'ur c'hantved diwezatoc'h, e-pad emsavadeg veur ar Vretoned e 1675, hini ar " Paper Timbr ", e oa bet un tamm turmud e parrezioù mervent Bro-Dreger, e Montroulez ha Gwengamp dreist-holl. An emsavadeg-mañ, tarzhet abalamour d'an taosoù re bonner, a oa bet gwasket didruez gant an Dug a Chaulnes.

Ouzhpenn d'an darvoudoù politikel drastus-mañ, gwallreuzioù all a-bep-seurt a voe skoet ar rannvro gante : e penn kentañ ar seitekvet kantved, un toullad lec'hioù a voe taget gant ar vosenn ar pezh a zistrujas poblañs kêrioù Landreger ha Lannuon hag an tro-war-droioù ; gwashoc'h a oa, tri c'hrendouar a c'hoarvezas eno ivez. Hep kontañ ar bloavezh 1659, e yenaas an amzer c'hoazh pa n'echuas ar " bloavezhioù skorn "-mañ nemet e derou an triwec'hvet kantved. Er mareoù diaes-se, div gêr a zeuas a-benn da vont war-raok : Landreger hag a oa enni 1200 den, a oa 2500 enni e 1696 ; Plouared ac'h eas eus 2000 da 3300 den ; koulskoude, bepred e-kerzh an hevelep bloavezhioù, e kouezhas Lannuon eus 6000 den da 2500, ha Gwengamp eus 4000 den da 2800.
Ar c'hantved-se, hag a veze graet relijiel anezhañ, a glaske degas ur respont bennak d'ar gwalennoù neñvel-se. Diazezet e voe urzhioù relijiel : ar Gabusined e Gwengamp hag e Lannuon (1615 ha 1628), al Lazaristed e Landreger (1654) …
Evit kompezañ an dizurzh speredel a oa bet lakaet war wel gant ar brezelioù diabarzh e fin ar c'hwezekvet kantved, o doa ergerzhet daou visioner dre Vreizh-Izel e-pad ar seitekvet kantved : Mikael an Nobletz (1577-1652), ur beleg bet ganet e Bro-Leon hag e ziskibl Julian Maner (1606-1683). Hemañ diwezhañ a oa bet galvet gant eskob Landreger evit dont da brezegenniñ en e eskopti. E gwirionez, poblañs Breizh a oa maget gant kredennoù ha boazioù difeiz.

E-pad an triwec'hvet kantved a-bezh, e voe darvoudoù (re all a oa bet tu da welet a-raok) hag a ziougane Dispac'h Bras 1789. Breizh ha Bro-Dreger a gemere perzh en emsavadeg vras-se. E Bro-Dreger, unan eus an adreizhadurioù goulennet ar muiañ dre ar c'haieroù klemmoù a selle ouzh ar goumanant evit gallout gounit muioc'h a surentez d'ar beizanted. Pennrenet gant ar breizhad Le Chapelier, Bodadeg ar 4 a viz Eost 1789 a ziframmas an dreist-gwirioù ha d'ar 27 a viz Eost 1792 e oa bet diskaret ar goumanant…a-raok adsevel anezhi e 1797.

An Dispac'h a dorras ar framm feodel ha Bro-Frañs, hervez disoc'hoù Siéyès, a oa bet rannet e departamantoù. Siéyès, bet chaloni Landreger, en doa savet Klub ar Vretoned, deuet da vezañ war-lerc'h Klub ar Jakobined. Harzoù Aodoù-an-Hanternoz (d'ar c'houlz-se) a voe staliet e fin miz C'hwevrer 1790. Eskopti Treger a yeas da get diwar neuze.

Goude lezenn-diazez ar Gloer e miz Gouere 1791, o doa divizet un toullad mat a veleien tec'hel kuit, en o zouez : Gwilhom Larjez, person Pleuveur-Bodoù ; J.M. al Lay, person Perroz. Lod all a douas hag a zislavaras da c'houde. An Aotrou ar Gall, person Perwenan, a oa bet lakaet d'ar marv e Lannuon.
Ne voe ket gwall dapet hon bro gant ar chouanerezh. Koulskoude, ec'h eo ret ober anv eus ur bagad Chouanted a dagas Plouared e 1798. Pa oa deuet ar galloud gant Bonaparte, e teuas ar peoc'h relijiel en-dro ; met tud disuj evel ar Gwenedour Kadoudal a oa o kavailhañ. Hemañ diwezhañ a voe dibennet e Pariz e 1804.


Blog Ti ar Vro, adkavit bemdez keleier prim-ha-prim ar sevenadur breizhad e bro Treger-Goueloù. Kemenadennoù, kinnigoù, deiziadoù gouelioù, pennadoù... Ar blog-mañ a zo deoc’h. Gellout a rit kinnig ho darvoudoù pe respont d’ar pennadoù.. >>>

Chomlec’hioù en linenn kevredigezhioù ha sonerien Treger-Goueloù.>>>


Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
contact@tiarvro22.com



Klaskit war tiarvro22.com

 

   
Création : Kenvodad Al Levrig 2007 [cornicdesign]